Ya.jpgL'excellent hebdomadaire brittophone "Ya" consacre cette semaine sa "une" et un long article à l'association "Justice en Trégor-Argoat", à lire ci-dessous en breton:

N'eo ket echu stourm an alvokaded hag ar vajistraded a-enep steuñv Rachida Dati evit adframmañ kartenn al lezioù-barn e Bro-Frañs. E Bro-Dreger ez eus bet savet ur gevredigezh enni micherourien ar Justis hag ivez dilennidi ha keodedourien, a-benn difenn talvoudegezh lezioù-barn Gwengamp ha Lannuon. Soñj o deus da zougen klemm dirak ar C'huzul-Stad.

« N'omp ket a-enep ar mennozh adframmañ. Gant ma vo graet en un doare poellek, diouzh an ezhomm gwirion, ha n'eo ket diouzh liv politikel ur vro ! » a zispleg Gaelle Le Guyader, alvokadez e Perroz Gireg hag ezel eus Justis e Treger-Argoad. « Sifroù ofisiel ar ministrerezh o-unan a ziskouez e rank chom bev lez-varn ensav meur* Gwengamp ha lez-varn ensav** Lannuon. » Hervez ar sifroù-se e vez pledet gant kalz muioc'h a aferioù e Gwengamp eget en ul lodenn vat eus al lezioù-barn a vo dalc'het dezhe. « Al lez-varn efedusañ ha primañ gant he labour eo hini Gwengamp e-mesk al lezioù-barn ensav meur a vo dismantret. Renket eo bet war an 8vet plas war ar 181 a zo e Frañs, zoken ! » eme Gaelle Le Guyader.

Kinnig servijoù a-live d'an holl eo pal an adframmañ, war a lavar Rachida Dati. « Met departamant an Aisne, bro ar ministr Xavier Bertrand, gant nebeutoc'h a annezidi hag a aferioù da bledin gante, a zalc'ho d'e deir lez-varn ensav meur. Keodedourien 'zo a vefe paroc'h dirak ar Justis... » Hervez an alvokadez, ne c'hell bezañ displeget an diviz-se nemet gant abegoù politikel. E-barzh rentañ-kont kentañ ar ministrerezh, a vez kavet war ar genrouedad c'hoazh, ne oa nemet lezioù-barn Montroulez ha Dinan a ranke bezañ dismantret, dre m'o devez nebeutoc'h a aferioù da renkañ. « Hogen Dinan, kêr eus an tu-dehou, a zalc'ho d'he lez-varn a vo lakaet dindan kiriegezh hini Sant-Maloù. Rannet e vo ar c'hefridioù etreze. Lezioù-barn kêrioù eus an tu-kleiz a zo bet aberzhet enta, evit kempouezañ. »

Ne vo lez-varn ebet ken etre Sant-Brieg ha Brest, neuze. « Ur servij publik ingalet mat e Breizh eo ar pezh a zifennomp ha n'eo ket an alvokaded. N'eo ket hor pal stourm ouzh ur strollad politikel bennak kennebeut. Ouzh ur steuñv diboell ha direizh, ne lâran ket... » a resisa Annie Le Houerou, maer PS Gwengamp, ezel eus Justis e Treger Argoad. Distag eus pep strollad politikel eo ar gevredigezh « envi dilennidi eus an tu-kleiz koulz hag eus an tu-dehou evel Yvon Bonnot, maer Perroz-Gireg ».

Ur blog, ur sinadeg hag ur gest-arc'hant Ur blog a zo bet krouet gant ar gevredigezh, kement ha displegañ hiroc'h, war-bouez sifroù ofisiel hag arguzennoù a bep seurt, perak n'eo ket hec'h izili evit asantih tremen hep lezioùbarn Gwengamp ha Lannuon, « ur gêr o tiorren a dizh bras, gant poloù arbennik war ar pellgehentiñ***! Bemdez e vez roet da c'houzout war internet penaos e kas ar gevredigezh he stourm war-raok. Kinniget e vez lakaat e anv war ur sinadeg. « Ouzhpenn 6500 den o deus graet dija. » Met pal kentañ skipailh Marie-Renée Oget, kannadez Gwengamp ha prezidantez Justis e Treger-Argoad, a zo dastum arc'hant dre zegemer izili nevez. Ur skodenn a 5 € a vo goulennet digant pep hini da sikour paeañ ar mizoù evit dougen klemm dirak ar C'huzul-Stad. « Ne chom nemet an diskoulm-se deomp. N'eus ket tu da zivizout gant ar vinistrez. Evel arguzenn bennañ e vo displeget n'eo ket bet priziet mat talvoudegezh an div lez-varn, a resisa Gaelle Le Guyader. Un teuliad hor boa kaset dezhi e fin ar bloaz 2007. Chomet eo direspont. Ma gwellañ hetoù personel evit ar bloavezh da zont 'm boa kaset dezhi goude, kement ha c'hoarzhiñ glas. Ur bloavezh mat he deus hetet din d'he zro ! » Talvezout a raio ar fredoù-klemm kement ha 3000 €, da lâret eo 600 ezel er gevredigezh a zo digor d'an holl.

Blog Justis e Treger-Argoad : http://blog. justice-en-tregor-argoat. org

Lez-varn ensav meur : tribunal de grande instance.
Lez-varn ensav : tribunal d'instance
Pellgehentiñ : télécommunication''

Ya 11 a viv Ebrel 2008